Bonjour deoc'h c'hwi meliner
Ti ti mat ti mat do
Ti ti mat don deno
Ti ti mat don deno
Na c'hwi valay din ma sac'had
Ti ti mat ti mat ti me
Na c'hwi valay din ma sac'had
Ti ti mat don deno
O ya plac'hig, malet vo deoc'h
Ma lârit din pra zo genoc'h
Boud zo genin kerc'h ha segal
Ha gwinizh-tu doc'h an tu 'rall
St'el ma koueze ar bleud er sac'h
Ar miliner dostae d'ar plac'h
Miliner mat dostait ket re
kar c'hwi roegay korn ma danter
Mard ea roeget gwriet a vo
'vank ket 'gemenerio er vro
Boud zo kemenerion ba'r vro
Ma'm eus argant ha me baeay
Ur c'hemener aveit pemp blank
Wriay ho tanter, merch yaouank
He ar vilin a vale flour
Hag ar plac'hig'rae an amour
'benn un tammig amzer goude
oa ka't ur miliner newez
Ha pa oant waet d'ar vadezant
Oiuent ket mui pezh anv lakad
Lakit-hoñ Jañ-Mari penn-plad
Kouedure vamm krouedur e dad.
'R gwellañ amzr 'm eus bet james
e oa 'n amzer a ma yaouankiz
E oa 'n amzer a ma yaouankiz
'n amze ma oan ec'h ober ar lez
Me 'rae ar lez d'ur femelenn
'devoa blev melen àr he fenn
'devoa blev melen àr he zal
get an avel é valañsal
Ma zad ma mamm lârit-c'hwi din
penaos gober e'it he c'hariñ
Penaos gober e'it he c'hariñ
krog 'ba 'n he dorn hag er stardiñ
Krog 'ba 'n he dorn hag er stardiñ
ha komz doc'hti a zimeziñ
Daoulagad glas e lein he fenn
a zo ker kaer èl ur sterenn
Èl ur sterenn e kreiz ar mor
pa vez 'n amzer gaer é tigor
Nag en tu all da Barez
Ez eus ur plac'h yaouank
Farli farlaoñ o bim bam baoñ
Ez eus ur plac'h yaouank
Alo farlarideno
He-deus daou, tri amourous
Me oar he zantimant
Ar c'hentanñ zo keginer
An eil zo paotr gambr
An trede a zo kere
Kere botaouer-ler
Hag en deus graet ur botoù
Botou a ler lijer
Ha pa oa graet ar botoù
D'o c'has d'ar gêr eo aet
'N ur lakaat ar botoù
Dezhi en deus lâret :
"O me 'garje, koantennig,
Be'ganet dimezet"
Martoloded ag an Oriant
'deus kas(et) ur verc'h d'o batimant
Er vatimant p'oe arruet
ar plac'h gomañsas da ouéled
Tavit plac'hig, na ouélit ket
kêr ho puhez n' deo ket kollet
kêr ho puhez n' deo ket kollet
mès ho énor ne lâran ket
Kentoc'h evid kall ma énor
me 'n em daolay âr ma fenn ér mor
'n em deurel ér mor zo ur blaouac'h
koll ma énor 'zo un dra gwah
Reit din ho koutell, kapitèn
evid distergiñ ma lasenn
'oé k(et) hé lasenn a zistergé
(é)-kreiz hé c'halon en hé flanté
Adieu ma mamm, adieu ma zad,
éh an d'ho kuitaad yaouk-flamm
Adieu ma éontr, adieu moereb
ned in ket mé kén d'ho kweled
Fañchig bihan, mevel an ti
Kerhit e'it din da Gerouedi
Tapit din ma jao ha bridit 'oñ
Hag eh in me d'ar c'hoed getoñ
Demad deoc'h c'hwi plac'h 'ag al lenn
C'hwi ganna brav, c'hwi walc'ha gwenn
C'hwi ganna brav, c'hwi walc'ha gwenn
C'hwi walc'hey e vouchouer d'un den
Gannan ket brav, walc'han ket gwenn
Walc'hin ket e vouchouer da zen
Kar me'eus ur breur en arme
Ha pa ouiehe kement-se
Ha pa ouiehe kement-se
'droc'hey ma goug 'ziwar ma divskoe
Na pa 'moa klevet ar c'heleier
E ranke mond kuit va mestrez
Da vezhinan d'an enezeier
Trielen ha Molenez
Na pa ‘moa klevet ar c’heloù
E ranke mond kuit mintin mad
Kerkent ha ma save ar gouloù
E save ad dour en ma daoulagad
Kar ar vuhez en enezennoù
‘Zo ur vuhez trist ha kalet
Bemdez, bemnoz e-kreiz ar poanioù
Ar vezhinerien ‘zo tud daonet
En o bagoù, abred diouzh ar mintin
E lakeont ar c’herreg en noazh
Faoutet o daouarn gabd ar c’hilhotinn
Ha torret o c’hein gand ar gravazh
Ar beleg kozh er gador a lavar
Ez eus un Doue war ar mor
Hag un Doue all c’hoazh war an douar
Evid ar re a chom er goudor
An hini en-deus save tar ganaouenn
En-deus bet klevet alies
Kerent, mignoned hag amezeien
O kontañ buhez an enezenn
Va zad kohz en-deus bet graet ar vicher
Da drouc'han an tali moan
A-hed e vuhez war ar reier
Etre Plouguerne ha Kerlouan
Cheleuet tud iouank hag er ré gouh ehué
É han de laret t'oh ur sonenig nehué
A zeu zénig iouank é ma bet composet
A p'hum garent guélan mant bet dispartiet
Er brud oé ér hartér é oent bet é guéleu
Ha quant pèl ou dehé groeit alians ou deu
En dé ag ou érèd ou deoé memb choéjet
P'en das en ord dehou de dennein d'er billet
Tennent 'n dès d'er billet soudard é ma kouéhet
Ha de chervij er Roué ma ret tehou monet
Arriw é er seih vlai en eived komanset
Hag er soudard iouank ér guér ne arru ket
Er plac'hig Janeton, hi aet ha demezet
Noz kentañ an eured eñ aet hag arruet
Ha deoc'h boñjour tud vat, tud a gondision
Petra zo a-nevez pas son ar sonerion ?
Ne ouiit-c'hwi enta doareioù ar c'hanton
Hiniv ema genomp euredet Janetoñ
Pa oa debret merenn, distalet doc'h an daol
Arsa, denig yaouank, daomp da c'hoari an taol
Nepas soudard yaouank, nend in ket-me doc'hoc'h
Kentoc'h kuitaat Janed hag he lezel genoc'h
Or prodesion kaer a Blañour
E ia ar i dred d'en Arvor
Én or ziblas e hré glaw bras
Én or moment e oé cessas
Ha kentéh dont e hré kaer bras
De berhinded de bardoniat
Kriù er galon ne hlaharé,
En dowlegad ne zareoué
Huél d'en Arvoriz en dé sé,
Lowd i votow, lowd i léreu (2)
Lowd érèl a gorf ou rechedow
É hobér ou frodesionnow
Ziar bennow ou dowhlinow,
Lowd aùit goulen boiaj vad,
Lowd érèl aùit hi zrougarikat.
O batimant é mont d'er zol,
Houlenn n'Intron Varia 'n Arvor :
- Intron Varia 'n Arvor mar plij kenoh,
Mar plij kenoh, hor sikouret.
Ha ni e rei d'oh on donezon,
Ha vo kaer de zei hou pardon,
Ni e rei d'oh bep a bistol,
Beb a biled-koér ar hou tôl,
Er habitén e rei i wol (ol-vat ?)
Ne oé ket ou honz peurlaret,
Doh ou guern vras p'ou doé sélet,
Oé er Huerhiéz apariset,
Geti hi mabèk beneget,
Hi rozer hag hi chapelet.
Ha hoah é oé doh er laret,
Auit zikour hi heah bugale.